Anv un avel eus an dezerzh eo Al Ol, ur meni avel-dro vihan. Krediñ a ra d'ar vedouined e c'hellfe bezañ ene un den marv kondaonet da dreiñ-distreiñ en dezerzh da viken.
Awenet eo bet ar soner lies-binviji meur Yair Dalal gant ar vojenn-se, evit an albom-mañ mesket ennañ sonerezhioù irakian, turk, arabek ha yuzev en ur c'henyezh sonerel, pe vije a-fed son pe vije a-fed pozioù.
Ur ganenn evit ar peoc'h e bro-Israel eo an albom-mañ. Diskouez a ra e c'hell ar rannvro-se eus ar bed bezañ unvanet dre e sonerezhioù.