Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Topolovo orchestra
Anv: Belintash
Deuet er maez e: 2005
Labell: Gega new
Ment: Kristal
Padelezh en holl: 44'59
Priz : 12,50 €
Ref.: CR00154GEGA
Pemp soner a vro-C'hall o seniñ evel gwir bulgariz, daoust ma ne vije bet nemet unan anezho o studiañ ar sonerezh hag ar yezh bulgarek e bro-Bulgari. Douget e vezer gant o sonerezh war-zu ar pep gwellañ a-fed hengoun al lazoù-seniñ bulgarek. Savet eo bet ar strollad e 1999 gant Emmanuel Frin (klarinetenn, gaïda, saksell) ha Wenceslas Hervieux (akordeoñs), tro-dro d'ur roll-tonioù gouestlet d'ar sonerezh hengounel bulgarek. Buan eo deuet Jacky Molard (violoñs), Jean-François Roger (toumperezh ha binviji dre daos) hag Etienne Callac (gitar boud) da vrasaat ar strollad, heuliet nebeut war-lerc'h gant Kalinka Vultcheva, bet soloourez e Kevrin ar Mouezhioù bulgarek (Le Mystère de Voix Bulgares). E labour gant sonerien brudet kaer a Vulgari (ar sonerien gaïda Petko Stefanov, Maria Stoyanova, Dimitar Dimitrov ; ar soner klarinetenn Nicolas Iliev eus Konoushenski orkestar ; ar soner saksell Valentin Raïkov, eus ar strollad Maritza) o deus sikouret anezhañ da enbarzhañ soutilizoù pishañ ar stil hengounel bulgarek, ha da ziorren un tostaat kendrec'hus a-fed jubenniñ. Deuet eo a-benn da dreuzkas e ouiziegezh hag e drivliadennoù d'e genlabourerien er strollad. Setu perak e son enrolladurioù an albom «Belintash» (embannet gant Gega New) gant kinkladurezhioù heverk ha nerzh al lazoù-seniñ a son evit an euredoù bulgarek. Poblek mat eo sonerezh ar bladenn-mañ. Dont a ra eus roll-tonioù strolladoù brudet (Konoushenska groupa, Parvomaïska groupa ha kement 'zo…), koulskoude e tegas kempennadurioù Emmanuel Frin ha Jacky Molard ul liv nevez d'al linenn-gerz, hep kuitaat spered ar sonerezh bulgarek. Ar c'hentañ strollad gall o lakaat ur bladenn da zont er-maez dindan al labell Gega New eo Topolovo. N'eo ket dre zegouezh e toug ar strollad e anv. Evel al lazoù-seniñ evit an euredoù hag a zoug anv ar gêriadenn a zeuont diouti, eo bet dibabet Topolovo da heul an degemer a-feson he doa kinniget da Emmanuel Frin. An anv Belintash, eñ, eo hini ur bre koadek o palirañ kêriadenn Topolovo : dizoloet ez eus bet warnañ, n'eus ket pell 'zo, un templ thrasek bet savet en enor da Sabazil, doue an Natur.
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,94 £ |
![]() |
Lur suis | 13,53 CHF |
![]() |
Dollar SU | 14,98 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 19,18 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 584,00 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 96,92 ¥ |