Made in Brittany

Arzour: Tony Marshall Trio/Quartet

Anv: Made in Brittany

Deuet er maez e: 2007

Labell: Nemes'Ys

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 52'37

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00272NEME

Skignañ

Made in Brittany (Tony Marshall Trio/Quartet)

Tony Marshall zo ganet e 1944. Kregiñ a ra e resped er bloavezhioù 60, pa son gitar e lazioù war-bourzh batimantoù-mor da verdeadenniñ. Goude se ez a d'en em staliañ e Londrez ma teu da vezañ soner-studio. Pleustriñ a ra war meur a zremm disheñvel eus ar vicher, evel an enrollañ sonerezh-filmoù pe jingles-bruderezh. Seniñ a ra e-pad eizh miz war ar c'hQueen Elizabeth II gant Ray Ellington, toumper ha kaner brudet-kenañ. Gopret eo neuze gant ar c'haner Roger Whittaker evit eizh bloavezh a droiadoù er bed a-bezh. Bep tro ma tistro da Londrez en em ouestl Tony d'an jazz, en ur labourat gant sonerien evel Art Themen, Alan Barnes pe Tommy Chase. Muioc'h-muiañ a jazz a ra, kemer a ra perzh e festivalioù niverus lec'h ma eil steredennoù amerikan : Scott Hamilton, Ken Peplowski, Warren Vaché, Randy Sandke hag all... hag ar sonerien saoz muiañ-anavezet ivez .

Emañ Tony o chom e Breizh bremañ, met n'eo ket evit kelo-se emañ war e leve da vat : kenderc'hel a ra da seniñ par ma c'hell. Ar c'hentañ albom enrollet dindan e anv eo " MADE IN BRITTANY ". Dibabet en deus ur roll-tonioù a standardoù hag a bezhioù Bop klasel da lakaat e-barzh. Pedet en deus sonerien arroutet tro-dro dezhañ a-benn kinnig ur jazz dilikat, kreizennet war ar swing hag ar c'herzennoù.

Tony Marshall Trio/Quartet - Sonerien

  • Tony MARSHALL : gitar
  • Briag DEROUET : saksell tenor
  • Laurent BRIAND : boud
  • Philippe BRIAND : binviji dre daos

Made in Brittany - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù