An oldtime stringband music

Arzour: Spinning wheel

Anv: An oldtime stringband music

Deuet er maez e: 2009

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 41'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DI00291AUTO

Skignañ

An oldtime stringband music (Spinning wheel)

Spinning Wheel zo ur strollad a sonerien eus bro-Limouzin, barrek hag entanet, hag o deus divizet lakaat buhez er sonerezh Old Time. An Old Time Country Music ne vez sonet nemet gant binviji dre gerdin. Ganet eo bet diwar kejadenn daou zoare seniñ : ar sonerezhioù keltiek kozh digaset gant an divroerien a vro-Iwerzhon hag a vro-Skos, deuet d'en em staliañ adalek fin an XVIIIvet kantved en Appalaches ar C'hreizteiz (Virjinia, Karolina an Hanternoz, Kentucky ha Tennessee), ha sonerezh blues ar vicherourien zu a zeue adalek fin an XIXvet kantved da sevel an hentoù hag an hentoù-houarn ret evit gellout tennañ mad eus ar mengleuzioù ha koadoù pinvidik a oa er c'horn-bro. 13 titl evit splujañ war-eeun e kreizig-kreiz Amerika !

Spinning wheel - Sonerien

  • Patrick TARDIEN : gitar, kan
  • Joël COURIERA : banjo
  • Patrick AUZOUX : gourrebed, kan
  • Sylvie CÉLESTIN : kan
  • Frédéric SCHMIT : mandolig

An oldtime stringband music - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù