Piv omp ?

Ur gevredigezh bet krouet e miz Here 2008 ganeomp, Natacha ha Jérôme NEDELEC, eo Albumtrad. Lec'hiet eo e Sant Aelwez, e reter ar Mor-Bihan, war ribl ar stêr Wilen.

Soñj ul lec'hienn web fiziout-gwerzhañ pladennoù-arc'hant dediet d'ar sonerezhioù hengounel hag akoustik zo deuet da heul bezañ stadet e chome ur mor a bladennoù embroduet da gousket e solierioù tiez ar sonerien n'o doa lec'h ebet da ginnig anezho da vezañ prenet.

Petra ober gant an holl bladennoù-se, gant an holl sonerezh-se o c'hortoz he selaouerien ? Penaos dont a-benn da zizoloiñ albomoù nevez pa vez al labour a varc'hadour diskoù o vont da netra ?

An disoc'h : ar genrouedad, aes da implijout, a c'heller fiziout ennañ hag a ya buan an traoù gantañ. Hiziv eo muioc'h a 1070 albom a gavoc'h war al lec'hienn-mañ, ha ganto kement a arzourien hag a labellioù a lak o fiziañs ennomp evit gwerzhañ ha brudañ o sonerezh.

Jérôme NEDELEC

Gitarour. Lod eo bet er strolladoù sonerezh iwerzhonat ha breizhat Sualtam ha La Vilaine Compagnie. Krouet en deus ivez ar strollad kerdin Armorican Airlines hag ar strollad evit ar vugale Piképik&Ko.

6 bloavezh-pad eo bet kelenner war ar gitar e skol sonerezh hengounel broioù ar stêr-Wilen e Redon hag e hini Ar Sal. Goude se en deus prenet skiant war ar c'henwerzhañ en ur labourat en ur stal sonerezh.

En e spered birvidik eo bet empentet al lec'hienn-mañ, gant he friz nemetañ evit pep pladenn hag he friz-gwerzh izel evit an arvalien. Fellet en deus dezhañ ivez lakaat da glevet ur bomm eus kement titl a zo war an albomoù e gwerzh, chom hep renkañ an albomoù hervez o c'halite, degemer kement fizier en em ginnigfe hag adreiñ d'an arzourien 64% eus ar werzh : ur brizh-sod !

Natacha NEDELEC

Bet skolaerez en hentenn divyezhek (brezhoneg/galleg) hag er skolioù Diwan (skolioù e brezhoneg dre soubidigezh) eo bet Natacha davet he gwaz evit ar raktres lec'hienn-gwerzhañ-se. Emañ bremañ e karg eus melestradurezh ar gevredigezh. Merañ a ra ar c'hontoù hag ober war-dro gwerzh ar pladennoù : e berr gomzoù, emañ pep tra war he chouk !

O seniñ m'emañ akordeoñs ha fleüt diouzh an dro, e oar an ton hag ar son !