Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Scone
Anv: Si morag
Deuet er maez e: 2009
Labell: CO Le Label
Ment: Digipack
Padelezh en holl: 52'00
Priz : 12,50 €
Ref.: DI00284COLE
Ma lak ar ger SCONE da soñjal da gentañ en ur wispidennig saoz lipous, bez e oa da gentañ Maen ar Blanedenn, pe Maen eus Scone, hervez anv ar manati a oa ennañ. Ar maen-hud-se, implijet gant Iwerzhoniz ha goude gant Skosiz, a zeue ur son bennak dioutañ pa veze lakaet e dreid warnañ gant ar roue reizhek. Peseurt arouez gwelloc'h d'ar strollad SCONE ? O vezañ ma kinnig al laz roazhonek-se ur son dibar, krouet tro-dro da huderezh ar c'hanennoù gouezelek, dibabet e-touez ar roll-tonioù iwerzhonek ha skosek, pe vije anezho puirt-a-beul (kanaouennoù da zañsal), waulking songs (kanaouennoù-labour) pe tonioù da vale. Eus ur gerzenn d'un all, eus ur jig bennak d'un tamm reel e vezer pedet gant SCONE d'ur veaj sonerel er Gaeltachts hag en Highlands.
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,82 £ |
![]() |
Lur suis | 13,77 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,07 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 19,09 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 607,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 97,46 ¥ |