Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: S-quisse
Anv: Les trois rives
Deuet er maez e: 2008
Labell: Autoprod
Ment: Kristal
Padelezh en holl:
Priz : 12,50 €
N'eus ken
Ref.: CR00384AUTO
Krouidigezh nevez-flamm ar strollad Esquisse eo (S)quisse. Ganet eo diwar ar gejadenn gant an toser Olivier Congar. Ar stumm-sonadeg-mañ a ginnig ur roll-tonioù sonaozet penn-da-benn, o veskañ sonerezh breizhek, sonerezh a vro-Guba, jazz ha sonerezh elektronek.
En em vodet e oa evit ar raktres-se : Thomas Badeau e glarinetenn, Gweltaz Hervé e vombardoù ha sakselloù, François Badeau e akordeoñs diatonek, Pierre Le Normand e doumperezh hag Olivier Congar e vinviji dre daos afro-kubanek. An hollad-se a ya da grouiñ ur son n'en deus ket e bar, gras da implij ar binviji hengounel ha d'an efedoù elektronek lakaet e pleustr.
Evit pezh a sell ouzh an tostaat arzel, disheñvel-krenn eo eus ar pezh a gaver diouzh boaz e metoù ar festoù-noz, ken a-fed foñs (seniñ) ken a-fed stumm (leurenniñ).Diazezet eo ar soñj war ur gejadenn etre ar sonerezhioù breizhek ha kubanek, en ur ouzhpennañ dezho un disterig a jazz, a seniñ war ar prim, a elektro, a rock... Mennet da veskañ an holl draoù-se ha da chom poellek. Na zigas gwezh ebet ur stil evit netra. War a seblant eo deuet an traoù eus ar gwellañ ganto !
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 11,07 £ |
![]() |
Lur suis | 13,47 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,13 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 19,22 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 570,25 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 97,87 ¥ |