Kalon koat

Arzour: Pierrick Lemou

Anv: Kalon koat

Deuet er maez e:

Labell: TvB Productions

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 52'33

Hag ouzhpenn: « Bravo » Trad'Mag, skeudennoù video kenderez gant Mac pe PC

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00091TVBP

Skignañ

Kalon koat (Pierrick Lemou)

"Bravo" TradMag

Unan eus ampartañ sonerien violoñs Breizh eo Pierrick Lemou. Emañ e-touez an arzourien o deus degaset sonerezh Breizh betek treuzeier hon dorioù. E labour klask ha dastum war an hengoun breizhek a lak anezhañ da arbennigour war sevenadur sonerel Breizh hag Iwerzhon. E startijenn a-fed sonerezhioù kelt a vez lakaet er gouloù gras d'e deknik seniñ violoñs ha d'e anaoudegezh ledan eus rolloù-tonioù Breizh hag Iwerzhon. Gant meur a strollad (1978-1981 LA MIRLITANTOUILLE / Sonerezhioù hengounel a Vreizh-Uhel, 1981-1984 DJIBOUDJEP / Kanennoù mor, 1984-1986 CABESTAN / Kanennoù mor... 1990-1994 ALAN STIVELL ) en deus sonet e kantadoù a sonadegoù, lec'h m'eo en em gavet da seniñ gant un niver bras eus ar sonerien a ya d'ober al "leurenn hengounel vreizhek" a hiziv. Kemeret en deus perzh e meur a enrollañ pladennoù (ouzhpenn tregont).

Pierrick Lemou - Sonerien

  • Pierrick LEMOU : violoñs, alto, binviji-taos
  • Stéphane MORVAN : fleüt treuz koad
  • Roland CONQ : guitare akoustik
  • Dominique PLOT : gitar boud, gitar boud fretless
  • Luc APPAMON : banjo, pedal steel
  • Bruno ROUILLÉ : harmonika
  • Loïc BLÉJEAN : uilleann pipe, low whistle
  • Philippe LE GALLOU : gitar akoustik
  • Hervé GUILLO : fleüt treuz, bagpipe, biniou kozh
  • Pierre SERGENT : gourrebed
  • Jakez FRANÇOIS : telenn
  • Guillaume ST JAMES : saksell alto, klaouerioù, programiñ
  • Stéphane MAILLARD : klaouerioù, programiñ
  • Patrice DELETRE : gitar dredan
  • Jérôme GASMI : toumperezh

Kalon koat - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù