Bulgarian folk ensemble

Arzour: Philip Koutev State Ensemble for Folk Songs and Dances

Anv: Bulgarian folk ensemble

Deuet er maez e: 1998

Labell: Gega new

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 63'48

Hag ouzhpenn: Enporzh Bulgari

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00139GEGA

Skignañ

Bulgarian folk ensemble (Philip Koutev State Ensemble for Folk Songs and Dances)

Krouet eo bet ar c'hentañ strollad folk broadel a Vulgaria d'ar c'hentañ a viz Mae 1951 gant Philip Koutev. Hennezh en deus renet war ar strollad betek e varv e 1982. Ar c'hentañ taol-esae e oa evit lakaat sonerezh lieskerziek da glotañ gant tonioù ha kanaouennoù hengounel a Vulgaria (o vezañ m'eo kentoc'h unkerziek hengoun sonerel ar vro-se, estreget un nebeut kanaouennoù da ziskanañ amañ hag ahont), ar c'hentañ gwezh e oa ivez ma veze renet evel ul laz-seniñ klasel ul laz-seniñ ennañ binviji hengounel nemetken. Ne voe posubl nemet gras d'ul laz-soner a voe gouest da unaniñ ur strollad dezhañ redioù teknikel start. Ret e oa bet dezhañ ouzhpenn mirout neuz ha dibarded ar sonerezh-se evit chom hep distresañ anezhi. Ur pezh-mell labour ma z'eus unan. Dont a reas a-benn Philip Koutev anezhañ koulskoude. Ouzhpenn, douget gant ar startijenn a ouestle d'ar raktres-mañ, e krouas ur skol evit kanerien, sonerien, dañserien, sonaozourien, korollerien ha renerien lazoù-seniñ. Ijinet en deus drezi ur c'hiz nevez hag he deus merket ur roudenn zon e bed ar sonerezh bulgariek e eil hanterenn an XXvet kantved.

Bulgarian folk ensemble - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù