Bulgarian folk songs and dances

Arzour: Petko Radev & Petko Dacev

Anv: Bulgarian folk songs and dances

Deuet er maez e: 2000

Labell: Gega new

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 59'31

Hag ouzhpenn: Enporzh Bulgaria

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00142GEGA

Skignañ

Bulgarian folk songs and dances (Petko Radev & Petko Dacev)

Gant ar c'hlarinetour Petko Radev eo bet krouet laz-seniñ folklorek ar skingomz broadel bulgariek er bloavezhioù 70. Skoet e voe ar speredoù, d'ar mare-se, gant ar son nevez a ginnige, kement ha gant live e sonadennoù war ar prim. Ha eñ diplomet gant an akademiezh a sonerezh bulgariek, gouest eo bet da gendeuziñ an hengoun-benveg thrasek gant e hentenn-venveg klasel. Dindan nebeut amzer eo deuet da vezañ ur soner ret war al leurennoù folk bulgariek, ouzhpenn ma oa ur pedagog eus ar c'hentañ eo bet merket ur remziad a sonerien gant e levezon. An akordeoñsour Petko Dachev a gave e blas ivez e-touez sonerien laz-seniñ folklorek ar skingomz broadel bulgariek. Gouest eo bet da reiñ lufr d'an akordeoñs en-dro, pa oa bet disteraet gant lazoù-seniñ an euredoù er bloavezhioù 60/70. Krouet en deus ur stil nevez en ur gemer harp war teknikoù ha kinkladurezhioù o tont eus an hengoun kanet : ur stil a ra berz hiziv e-touez ar sonerien yaouank. Sevel al laz-seniñ-mañ hag enrollañ an albom-mañ, daou ober bet hirgortozet gant ur remziad a sonerien hag a selaouerien.

Petko Radev & Petko Dacev - Sonerien

  • Petko RADEV : klarinetenn
  • Petko DACHEV : akordeoñs

Bulgarian folk songs and dances - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù