The waking of the bridegroom

Arzour: Patrick Molard

Anv: The waking of the bridegroom

Deuet er maez e: 2008

Labell: Macmeanmna

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 54'00

Hag ouzhpenn: Enporzh bro-Skos

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00431MACM

Skignañ

The waking of the bridegroom (Patrick Molard)

Ganet eo bet Patrick Molard e 1951, e Sant-Malou. Abred e kavas marzhus ar sonerezh skosek, ar biniou bras peurgetket. Kregiñ a ra da zeskiñ ar benveg da 14 vloaz gant bagad Sant-Malou. Un nebeut bloavezhioù war-lerc'h e voe degemeret er bagad An Ere e Roazhon. Kenderc'hel a reas da zeskiñ gant Jakez Pincet, a voe e gelenner kentañ war ar Pìobaireachd. Er mare-se ez eas gantañ maout kenstrivadegoù soloourien 'zo. Pa voe 20 vloaz ez eas da heuliañ ur stummadur resis-kenañ war ar biniou bras a vro-Skos gant arbennigourien ampart, sonerien ar Rouanez, e kastell Balmoral e bro-Skos. Roudoù don a laoskas ennañ ar prantad-se eus e vuhez, pa enoro diwezhatoc'h e gelennerien bet du-se : Bob Brown ha Bob Nicol, en e albom To the bobs.

Goude m'en dije dizoloet ar sonerezhioù skosek en doare-se, n'eo nemet pa oa deuet en-dro e Breizh en doa taolet muioc'h a evezh ouzh ar sonerezh vreizhek, en ur seniñ gant Alan Stivell da skouer. Sonet en deus ivez er strolladoù Satanazet, Ogham, Gwendal, Gwerz, Pennou Skoulm, Den, Triptyque.

E 1980, 1981 ha 1982 ez a gantañ maout ar genstrivadeg MacAllan e Gouel Etrekeltiek An Oriant.

Teir gwezh eo bet kampion Breizh war ar seniñ daou-ha-daou, gant Youenn Le Bihan pe Yves Berthou.

Un albom kaer a ro deomp da glevet amañ (sinet e ti al labell skosat Macmeanmna), dediet d'e roll-tonioù muiañ-karet, ar Pìobaireachd. Patrick Molard zo unan eus arbennigourien ar bed war an danvez-se.

Sellet ouzh termenadur Pìobaireachd war Wikipédia

Patrick Molard - Sonerien

Patrick MOLARD : pipe

The waking of the bridegroom - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù