Patakès zo kement ha karantez ouzh an holl sonerezhioù, eus bayou Louiziana betek argoad Breizh, eus delta ar Mississipi betek tornaodoù an Donegal, en ur dremen dre Honky Tonk an Teksas ha Piemont bro-Itali... Ur meskaj stil ha binviji, sonerezhioù hengounel eus ar bed sonet gant imor vat, ur veaj sonerel livet, setu dibab Patakès !
Patakès - Sonerien
Bertrand COTTIN : akordeoñs, washboard, mouezh
Jean-Louis GIRARD : kan, gitar, mandolig, binviji dre daos
Olivier GLET : gourvioloñs, violoñs, saksell e koad, binviji dre daos
Laurent LE MOIGNE : trompilh, gitar, tin whistle, mouezh