Jamai lou tèms

Arzour: OSCO

Anv: Jamai lou tèms

Deuet er maez e: 2007

Labell: Autoprod

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 47'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00381AUTO

Skignañ

Jamai lou tèms (OSCO)

Ur gevredigezh sot gant ar sonerezh hengounel bet krouet e 1991 e NÎMES eo OSCO. Fellout a ra d'ar strollad bezañ fidelañ skeudenn levezonoù sonerel ha sevenadurel ar sonerien. Derc'hel start a reont war o gwrizioù eus kreisteiz bro-C'hall (Bearn, Bro-Ok, bro-Brovañs) met ne harz ket outo da ouzhpennañ dañsoù eus kreiz bro-C'hall pe sonaozennoù personel gant Michel GEORGES. Ouzhpenn eo bet skrivet testennoù a-ratozh evit ar strollad gant ar c'honter-skrivagner eus Nîmes Jorgi GROS. Kavout a reer enno kenkoulz tudennoù brudet en hengounioù lec'hel (Vals da Fanfonne) ha karantez evit ar c'horn-bro (La belo paraule) pe temoù a-vremañ evel an diaes m'eo eskemm gant tud all zoken (Jamai lou tems).

O soñjal m'emañ ar sonerezh hengounel da vat oc'h emdreiñ evel ar sonerezhioù eus ar bed, e fell da Osco c'hwezhañ ene er glad bev-se en ur leuskel plas da deknikoù modern. Setu perak e vo klevet e-kichen d'ar rebed, galoubet, akordeoñs diatonek hag oboell eus bro-Ok, sonioù ar saksell, an toumperezh elektronek hag ar boestoù-lusk, ar re-se o tegas ul liv muioc'h a-vremañ, en ur zoujañ da frammoù-ritm an dañsoù hengounel, evit brasañ plijadur an dañserien.

OSCO - Sonerien

  • Laurent CHEYSSIAL : fleütoù iwerzhonek ha treuz, biniou bras, graille
  • Michel GEORGES : galoubet, fleüt pigos, kan
  • Bruno FUSTER : saksell, tenor, graille, galoubet
  • Frédéric LAMOUROUX : rebed, mandolig, psalterion, kan
  • Billy ROUX : akordeoñs diatonek, loaioù iwerzhonek
  • Daniel SEGUIN : toumperezh, binviji dre daos

Jamai lou tèms - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù