Ashdod-Yam

Arzour: Orchestre Andalou d'Israël

Anv: Ashdod-Yam

Deuet er maez e: 2006

Labell: Magda

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 58'00

Hag ouzhpenn: Enporzh bro-Israel

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00520MAGD

Skignañ

Ashdod-Yam (Orchestre Andalou d'Israël)

10 vloaz goude ma oa bet krouet hag ur bloaz goude ma oa aet gantañ ar "Priz bro-Israel"-meur e teu en-dro al laz-seniñ gant an albom kaer-mañ, sevenaet gras da harp kêr Ashod (unan eus porzhioù-mor bras bro-Israel).

Evel un avel c'halloudus o sevel eus bro-Rusia hag o tremen dre bro-Alamagn, ar Balkanioù, bro-C'hres, bro-Spagn, o treuziñ Afrika an Hanternoz evit tizhout aodoù Israel, c'hwezhañ a ra tonioù an albom-mañ war ar selaouerien evit kas anezho en ur gorventenn sonerel.

Al laz-seniñ-mañ eo e sonerien o tont eus relijionoù ha lec'hioù lies (yuzevien, arabed, kristenien, rusianed...). Reiñ a reont ur sonerezh hollvedel ha galloudus, tre e servij tem an albom-mañ : ur bedadenn da veajiñ.

Orchestre Andalou d'Israël - Sonerien

  • Shmuel ELABAZ : renerezh sonerel

Ashdod-Yam - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù