Nekouda

Arzour: Nekouda

Anv: Nekouda

Deuet er maez e: 2011

Labell: Magda

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 55'00

Hag ouzhpenn: Enporzh bro-Israel

Priz : 12,50 €

N'eus ken

Hegerzded : Reseviñ ur postel

Ref.: DI00577MAGD

Skignañ

Nekouda (Nekouda)

A-hed ar c'hantvedoù m'int bet o vevañ e kreisteiz bro-C'hall, abaoe an Henamzer pellañ, o deus diorroet kumuniezhioù yuzev kozh bro-Brovañs ur sevenadur hag un arz bevañ stag ouzh o endro hag a chom roudoù niverus anezho, en o sonerezh peurgetket. Ur sonerezh evit ar gouelioù hag ar bodadegoù, ur sonerezh stag ouzh an heol, evel ar vro-degemer, hag a vez kavet enni ivez, eus an tu all, nozioù ar Reter.

Levezonoù eus ar re zisheñvelañ a gaver er sonerezh yuzev-brovañsek, ganet er c'hroashent etre bro-Spagn, bro-Itali hag Europa ar C'hornôg. Kavet e vez brav ha soutil enni sonioù andalouzek an teir sevenadur, sonioù barok a vro-Itali ha sonioù eus ar Grennamzer c'hall, ar pep tra se dindan sonerezh bro-Oksitani...

Ar roll-tonioù dibaot-se eus glad sonerel an diaspora provañsek, aet en ankounac'h, eo a vez degaset er gouloù bras gant Nekouda.

Un albom splann hag awenet, ur misi !

Nekouda - Sonerien

  • Corinne DRAI : kan
  • Alain HUET : kan, oud, klarinetenn
  • Pierre-Laurent BERTOLINO : rebed
  • Thomas BOURGEOIS : binviji dre daos, rek, zarb, daf
  • Gaël ASCASO : galoubet, taboulinig

Nekouda - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù