Gaida

Arzour: Musical instruments in Bulgaria

Anv: Gaida

Deuet er maez e: 2004

Labell: Gega new

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 56'25

Hag ouzhpenn: Enporzh Bulgari

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00137GEGA

Skignañ

Gaida (Musical instruments in Bulgaria)

Goude m'en deus graet berz albom kentañ ar rummad « ar binviji-sonerezh e Bulgari / les instruments de musiques en Bulgarie» e kinnig Gega New d'ar selaouerien unan eus ar binviji muiañ-karet ha muiañ-implijet : ar gaida (biniou bras bulgarek). Ar biniou bras, o tont eus gevred Azia moarvat, en deus cheñchet kalz, ha kavet e vez stummoù eus ar benveg-se e pep lec'h en Azia, Europa hag Afrika. Kalz a viniou bras a vez klevet er sonerezh hengounel bulgarek.

Daou stumm gaida a zo : ar g/kaba, dezhi ur son flour, a glever e sonerezhioù menezioù ar Rhodopoù ; hag an djura, dezhi ur son kreñvoc'h, implijet e peurrest ar vro. Kinnig a ra an albom-mañ sonerien gaida brudet eus pep korn-bro eus ar Bulgari. Enrollet o deus amañ kerzennoù orin ha kempennadurioù nevez. El levrig ez eus titouroù ouzhpenn, asambles gant ur pennad o kinnig ar benveg. Gwalc'het e vo ganto an dud tomm ouzh ar sonereh bulgarek, met ivez ar re o deus c'hoant da zizoloiñ anezhañ.

Gaida - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù