Stumble

Arzour: Mister Midnight

Anv: Stumble

Deuet er maez e: 2000

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 38'41

Hag ouzhpenn: Dibosubl da zineizhañ !

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DI00102AUTO

Skignañ

Stumble (Mister Midnight)

An dud sot gant ar banjo 5 kordenn vo en o laouenañ o selaou albom Mister Midnight. Ur banjo sart ha digompleks a oar bezañ resis, nervennek pe gizidik hep kouezhañ morse e-barzh tech an emziskouez. Emañ e kreiz etre daou levezon meur : ar bluegrass ha sonerezh bro-Iwerzhon.

Enrollet dek vloaz bennak 'zo, bez emañ an albom ken fresk ha biskoazh. E 2009 eo deuet da vezañ rouesoc'h gwelet sonerien Mister Midnight (2 iwerzhonad ha 3 breton) war al leurennoù o doa merket o arvesterien diouto dre o startijenn hag o c'hizidigezh sonerel ; klevet e vez koulskoude n'eo ket bet peurlavaret o ger diwezhañ ganto !

Dindan 11 titl, orin lod anezho, dizoloit pe adkavit plijadur ur son akoustik dreist-holl, o veskañ mouezh tomm ha gouraouliet Paul Rodden (kan / banjo 5 kordenn), violoñs gwezh lemm gwezh hunvreer Frédérik Bouley, sistr ha gitar ur Gildas Renaud treantet gant al lusk, gourrebed gourlammus Charles Guilbaud ha binviji dre daos dichadennet Sean O'Faigain, hep kontañ o c'houvidi.

Mister Midnight - Sonerien

  • Paul RODDEN : kan, banjoioù 5 kordenn akoustik, tredan ha muted, mandolig, gitar boud, bass drum & bells
  • Gildas RENAUD : gitar, sistr, violoñs, kor
  • Sean O'FAIGAIN : bodhran, brushes, zilofon, tongue drum, sklintell, bones, devil chaser, scream
  • Charles GUILBAUD : gourrebed, kor
  • Frédérik BOULEY : violoñs, kor
  • Kouvidi :
  • Raphaël ARNOUX : piano
  • Jean popov CHEVALIER : toumperezh
  • Greg didjeri DOLAN : pib-ilin, didjeridou
  • Nicole DROGUET : kor
  • Sylvain FETIS : saksell
  • Nelly JALLERAT : klarinetenn
  • Franck THOMELET : derbouka, pod-pri, toumperezh

Stumble - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ