Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Marc Thouénon
Anv: Un bout des rêves
Deuet er maez e: 2010
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl: 52'00
Priz : 12,50 €
N'eus ken
Ref.: DI00569AUTO
Gitarour abaoe pell en deus berniet Marc Thouénon abaoe ouzhpenn 20 vloaz taolioù-arnod sonerel er strolladoù Les Brumans, The Coast ha, nevesoc'h 'zo,The Boys in the Gap ha strollad festoù-noz Loened Fall. Koulskoude eo dre ar bouzouki, doñvaet gantañ e-unan en e gorn, e sav Marc Thouénon ur roll-tonioù personeloc'h a asant rannañ gant an dud.
En "Un bout des rêves" e kaver neuze un heuliad a vaeziadoù-son, ur bedadenn vrokus da veajiñ, sintezenn un hentad sonerel bet leun a eñvorennoù, a gejadennoù hag a levezonoù a bep seurt... eus hêrezh gallaouek ar familh betek an troiadoù kreizdouarel hag eus ar Reter, en ur dremen evel-just dre an abadennoù iwerzhonek a-stroll hag an nozvezhioù hir a zañsoù Breizh.
Dibarded ar sonaozadennoù, ar c'hempennadurioù hag ar binviji digustum implijet gant an triad - bouzouki, gaolvioloñs, binviji dre daos - a ro d'an albom disheñvel-mañ ur skeuliad son dic'hortoz, ur bed diabarzh kuzh ha soutil ennañ aergelc'hioù kerzennek milzin, dedennus, mezevellus... hunvreüs !
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 11,29 £ |
![]() |
Lur suis | 13,50 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,34 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 19,56 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 578,13 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 99,14 ¥ |