Et d'dans !

Arzour: Les veuzous de la Presqu'île

Anv: Et d'dans !

Deuet er maez e: 2009

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 66'07

Priz : 12,50 €

N'eus ken

Hegerzded : Reseviñ ur postel

Ref.: DI00344AUTO

Skignañ

Et d'dans ! (Les veuzous de la Presqu'île)

"Et d'dans" ! Setu an titl o deus dibabet Les Veuzous de la Presqu’île evit ar bladenn nevez-mañ enni kanaouennoù da zañsal.

Les Veuzous de la Presqu’île zo ur gevredigezh o labourat evit lakaat er gouloù ha diorren ar veuzenn (biniou bras hengounel eus korn-bro Gwenrann, Naoned hag eus ar wern breton-vendeek), ar sonerezh hag ar c'han hengounel e gourenez Gwenrann.

Kinnig a ra ar gevredigezh stalioù-labour war ar veuzenn hag ar c'han hengounel.

Ar strollad-kanañ eo en deus bet ar soñj da labourat war ganaouennoù da zañsal eus ar c'horn-bro, da enrollañ anezho e-barzh an dañs ha d'ober ur bladenn-arc'hant ganto.

Goude m'o deus dibabet kanaouennoù da zañsal bet dastumet e Brière hag e bro-Wenrann diembann c'hoazh dre glevet, eo bet choazet unan pe zaou gant pep kaner(ez), da labourat warno a-hed ar bloaz gant an dud all. Evit lod e oa ar wezh kentañ a gasent ur ganaouenn da zañsal e-barzh an dañs : ur gwir challenge !

A-fed jubennourien n'eus nemet an dud enskrivet er stal-labour eta. Harpet int bet en diskanioù gant kanerezed pe ganerien boazetoc'h da gas sonennoù da zañsal ha dañsoù eus ar gourenez peurgetket. Marteze e kavo tud pilpous 'zo un nebeut rebechoù da ober, met ar spered-dañsal hag ar blijadur da ganañ e-barzh ar ront a zo amañ forzh penaos !

Setu eta un albom en deus digoret an nor da ganerien ha kanerezed o teraouiñ ganti, dezho da labourat, da gavout o merkoù ha da vont hebioù stress an enrollañ, evit lod ! Evit ar selaouerien eo ur roll-tonioù nevez a ganaouennoù eus bro-Wenrann hag eus ar Brière a gavint.

Et d'dans! E-barzh ! Setu penaos e kroger, en un doare hengounel, gant ar ront paluder.

Les veuzous de la Presqu'île - Sonerien

Stal-kanañ ar "Veuzous de la Presqu'île" kaset gant Roland GUILLOU

Et d'dans ! - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù