« N'on sur eus netra…. sed diouzh ar pezh zo bet lavaret din ez eus hentoù all… ».
Un nebeut gerioù n'int ken, gwir eo. Tennet int eus unan eus an 9 zitlad a ya d'ober an albom nevez-mañ, « Un nouveau jour (un deiz nevez) », savet gantLa Geste de Galen.
Met diskouez a reont, da gentañ, dibaboù arzel kreñv rannet ha maget gant 7 soner ha kaner a zeu a-benn da grouiñ un hent nevez e-barzh ar sonerezh a-vremañ hag araogour-se. Ur bed nevez a dec'h alies diouzh roudoù kozh ar reolennoù stil merket, evit na virout nemet blaz hag aergelc'h an doareoù-sonerezh.