Colores

Arzour: La esquina Latina

Anv: Colores

Deuet er maez e: 2007

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 58'57

Priz : 12,50 €

N'eus ken

Hegerzded : Reseviñ ur postel

Ref.: DI00029AUTO

Skignañ

Colores (La esquina Latina)

La Esquina Latina zo ur c'hwec'had ennañ sonerien arroutet, liammet gant ar garantez a vagont evit ar sonerezh a vro-cGuba hag en un doare ledanoc'h evit ar sonerezh afro-latinek. Ar bladenn « Colores », enrollet gras da veur a gouviad : Gustavo Ovalles (binviji dre daos, Venezuela), Julio Lopez Vinent (Kan, Cuba), Nicety-J (Rap, bro-C'hall), a gaver enni dreist-holl sonaozadennoù personel. Livioù ar jazz warno, ar re-se n'o devez ket aon rak ergerzhout liesseurted al luskoù afro-karibanek, gant ur son o veskañ kouevrelloù, binviji dre daos, kan hag o tegemer binviji evel an akordeoñs, ar saksell usvoud hag un hollad a vinviji dre daos liesseurt-mat, ar pep tra-se en ur leuskel prantadoù digor da bep ezel-soner da amprouiñ e stek a brimaozer.

« Diouzh ar c'hiz eo sonerezh bro-cGuba abaoe meur a vloavezh bremañ, ha normal eo o dije strolladoù gall 'zo lakaet arigrap warni, evel m'o deus graet strolladoù all gant ar sonerezhioù a vro-Iwerzhon pe eus ar Balkanioù. Riskl 'zo, en ur ober kement-se, da seniñ "evel pa...". O vezañ m'emañ sonerien La Esquina Latina en o bleud penn-da-benn ne gouezhont ket e-barzh ar pej-se avat... » TRAD MAG N°116, CD « aliet »

« Un albom leun a dommder, bev-buhezek ha dudius, sonaozadennoù intret gant luskoù hengounel hag a-vremañ al latin jazz hag ar salsa » UNION LATINA.FR

« … Ur veaj mezevellus enni daouzek paouez evurus lec'h ma kemer ar speredoù o nij, lec'h ma tigor bras ar c'halonoù... » L'OREILLE A L'ENVERS, l'actualité l'autre scène musicale.

« ...Un albom a vo gounezet an dud sot gant seurt sonerezh gantañ, hag a blijo ivez d'ar re all gant live uhel e jubenniñ, ar spered mignoniezh hag an tan a c'hwezh a-hed an daouzek titlad-se. » LA LETTRE DU POLE DES MUSIQUES ACTUELLES 54

La esquina Latina - Sonerien

  • Nicolas ARNOULT : piano, akordeoñs
  • Serge BURGHARD : saksell usvoud ha tenor, fleüt
  • Guy CONSTANT : kongas, chekere, djembe
  • René DAGOGNET : trompilh, klaou, bugl
  • Jean-Luc DEAT : boud
  • Fabrice RICHARD : taranelloù, giro, bongos
  • Kouvidi :
  • Gustavo OVALLES : binviji dre daos (Venezuela)
  • Julio LOPEZ VINENT : kan (Cuba)
  • Nicety-J : Rap (bro-C'hall)

Colores - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù