Musique de Celtie & d'ailleurs - Flûte

Arzour: Kenan Guernalec

Anv: Musique de Celtie & d'ailleurs - Flûte

Deuet er maez e: 2009

Labell: CO Le Label

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 49'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00353COLE

Skignañ

Musique de Celtie & d'ailleurs - Flûte (Kenan Guernalec)

Ganet eo ar bladenn-mañ diwar un dastumadeg a 7 albom gouestlet d'ar binviji-sonerezh keltiek. Hennezh a lak er gouloù ar fleüt-treuz koad. O tont da gentañ eus ar sonerezhioù barok ha klasel, e teu ar benveg-se da vezañ poblekoc'h-poblekañ e Iwerzhon adalek fin an XIXvet kantved. Ret eo gortoz betek ar bloavezhioù 70 a-raok gwelet ar benveg-se oc'h erruout e Breizh, lec'h ma vez priziet bras gant ar sonerien vreizhek adal neuze.

Ur soner yaouank eus ar remziad o sevel war al leurennoù breizhek eo Kenan Guernalec. Luskellet m'eo bet gant levezonoù liesseurt evel an holl sonerien a-vremañ e kinnig amañ 14 ton a sonerezhioù breizhek hag iwerzhonek, gant un droiad er balkanioù, ar pezh a ziskouez pegen digor eo ar sonerezhioù-se. Mailhoni ha startijenn a gaver forzh pegement war an albom kaer-mañ eo talvoudekaet ar fleütour ennañ gant kouvidi niverus.

Kenan Guernalec - Sonerien

  • Kenan GUERNALEC : fleüt treuz koad, piano
  • Kouvidi :
  • Jean Baptiste ROY : mandole
  • Heikki BOURGAULT : gitar
  • Simaon McDONNELL : kan, gitar
  • Michael Mc DONNELL : mandolig
  • Tom LEMONNIER : gitar
  • Yuna LÉON : violoñs
  • Yannick LARIDON : akordeoñs diatonek
  • Benoit VOLANT : violoñs, treid

Musique de Celtie & d'ailleurs - Flûte - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù