Trouz ba'n Davarn

Arzour: Kafe Koefet

Anv: Trouz ba'n Davarn

Deuet er maez e: 2010

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 70'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DI00554AUTO

Skignañ

Trouz ba'n Davarn (Kafe Koefet)

Setu aze tri soner hag a zo o chom e Pariz. Ar re-se en em gave ur wech dre vare en-dro d'ur banne bennak. Ha deuet en o soñj kas tonioù kozh deus Breizh : Ludovic Rio da gentañ, paotr akordeoñs deus Laodeg, hag a blij dezhañ seniñ gant kalz a lusk ; Cyril Guiguian goude, deus Bro-Wened, a gas tonioù mod Gwened/Bro-Gallo gant e gitar ; Erwan Quintin a-benn ar fin, hanter-Vreton hag hanter-C'halisian anezhañ, sot-nay gant ar violoñs ! ... berr-ha-berr ur sonerezh kalz a livioù dezhañ : muzet, tonioù galisian ha tsigan... met breton e spered penn-da-benn !

Aze emañ digaset deoc'h neuze ur c'hoktel-kafe deus ar c'hentañ, tonioù a bep seurt ennañ ha leun a startijenn, hag arabat deoc'h kaout aon da vont mezv gantañ !

Enrollet eo bet ar bladenn-mañ d'ar 27 ha d'an 28 a viz C'hwevrer 2010, e Pariz, en ul lec'h anavezet-mat gant ar Vretoned deus tro-ha-tro, ha deus pelloc'h ivez : Ti ar Vretoned.

Kafe Koefet - Sonerien

  • Cyril GUIGUIAN : gitar
  • Erwan QUINTIN : violoñs
  • Ludovic RIO : akordeoñs kromatek
  • Kouvidi :
  • Dimitri ALEXALINE : bugl
  • Lucien BÉGO : binioù koz
  • Yannick DABO : kan
  • France DARMOIS : kan
  • Thomas FORTIN : bombard
  • Raphaël GOUTHIÈRE : soubassophone
  • Anthony QUILLIVIC : gitar

Trouz ba'n Davarn - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù