La pierre du loup

Arzour: Jean-Michel Cazorla & Patrick Le Gall

Anv: La pierre du loup

Deuet er maez e: 2011

Labell: Nemes'Ys

Ment: Digifile

Padelezh en holl: 50'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DF00576NEME

Skignañ

La pierre du loup (Jean-Michel Cazorla & Patrick Le Gall)

Daou zen, heuliet ganto daou hent-buhez disheñvel, mod ar redadegoù-kleuzioù gwezhioù 'zo, hep mar. Ha muioc'h eget tud : bediz, mennet da gavout ur skouer vat er sonerezh, dre ma teskont gant kizidigezh war hir amzer, o-unan-penn a-wezhioù.
Ar pep gwellañ eus ar gwenodennoù breizhek-se ? Ur bugaleaj boutin e douaroù Penn-ar-Bed, lec'hioù rannet, treuzet, hentouigoù baleet warno, hep kejañ an eil ouzh egile gwezh ebet…
Strouezhajoù en amheol, stêrioù helavar, ur pontig kromm bennak, re gozh evit ar c'hoarioù-se dija, ar wenodenn war grap neuze hag an hent bras a-benn ar fin. Ar foenneg dirak ar prenestr evel ur mor hep holen na lanvioù. An dremmwel ? Ar c'hleuzioù, aze. Re dost. Ret mat e oa lammat dreisto ha...

An notennoù a zeuas. Eus ar re vravañ, evel-just, eus ar re a don kenetrezo, a lak da drelatiñ, a ziskouez an nor, a c'han an nen, a-benn ar fin.
An divroañ eta, evel ur red laouen. Ar wenodenn da grapat, an hent bras da heul, stêrioù all da dreuziñ, dre roudourioù lies gwezh, kroashentoù, pontoù nevez, e skourr bremañ, briadoù a daolmouezhioù c'hwipet fin digant an holl avelioù heson…

Ar gejadenn neuze. En em anavezout, keñveriañ ar buhezioù, meizañ ar c'hoant da vont war-raok asambles evit ur prantad.

Tañvaet e vez an diviz milzin-se, sklentin a-wezhioù. Moug eo ar c'hendiviz, kran atav, barrek kenañ da zegas koun. Souezhet e vezer gant ar c'hoant-se da gavout ur gador-vrec'h don ha da gaout amzer da goll a-zoare. Dousig e vez follennet albom hiraezhus an deizioù tremenet, hini tommoc'h beajoù da zont : Arc'hantina, oableier an Hirwaz, ar Missouri, ribloù ar stêr Seine marteze…
Aet an ton diwezhañ da get, serr an daoulagad e gouloù an abardaevezh, evurusted.    

Cazorla/Le Gall, bresourien-c'hronnerien trivliadennoù.

Jean-Michel Cazorla & Patrick Le Gall - Sonerien

  • Patrick LE GALL : akordeoñs, bandoneoñs, piano
  • Jean-Michel CAZORLA : gitaroù
  • Kouviad :
  • Pierrick TARDIVEL : gourrebed

La pierre du loup - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù