Bulgarian folk music

Arzour: Horo orchestra Rousse

Anv: Bulgarian folk music

Deuet er maez e: 1994

Labell: Gega new

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 60'22

Hag ouzhpenn: Enporzh Bulgari

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00141GEGA

Skignañ

Bulgarian folk music (Horo orchestra Rousse)

Norzh bro-vBulgari zo ur bastell-vro mesket enni balkaniz ar c'horn-bro ha Thrased deuet eus ar Reter. Ha pa veze ar vro dindan an Durked zoken, e oa chomet an Donav ul liamm etre Europa ar C'hreiz hag Europa ar Reter. Setu perak o deus graet evit ar wezh an eil gant egile hag eskemmet atav. Santet vez hiziv c'hoazh.

An dibarelezhioù-se a glever penn-da-benn an albom-mañ eus laz-seniñ "horo" gêr Rousse. Vassil Purvanov a zo en e benn : emañ o tont eus Lom, ur gêriadenn vihan war ribl an Donav, e gwalarn ar vro. An dra-se a zispleg pegen pouezus eo dibab an tonioù a ya d'ober roll-tonioù ar strollad. Aet eo Vassil diwar e stummadur klasel evit en em reiñ penn-da-benn d'ar sonerezh hengounel (un diplom eus skol-sonerezh uhel Sofia en deus war ar glarinetenn).

Setu perak eo bet o krouiñ ar strollad-mañ, a lakaer e-touez ar re wellañ evit Bulgari an Norzh. Gouest eo bet da virout ur stil dibar daoust d'ar bloavezhioù o treiñ, hep en em leuskel da vezañ lonket gant al levezonioù a-vremañ.

Horo orchestra Rousse - Sonerien

  • Vassil PURVANOV : klarinetenn, saksell, biniou bras, okarina
  • Ivailo PETROV : akordeoñs
  • Nikolai DESKOV : akordeoñs
  • Lyubomir HRISTOV : akordeoñs
  • Dimiter HODJEV : gitar
  • YAVOR MINCHEV : gitar, tamboura (lourenn)
  • Dimiter PETROV : boud
  • Dimiter TSAPARKOV : klaouier
  • Peter AVRAMOV : binviji dre daos
  • Stoyan YORDANOV : binviji dre daos

Bulgarian folk music - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù