Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Gwen K. Syndicat
Anv: La liberté m'enchante
Deuet er maez e: 2011
Labell: Autoprod
Ment: Kristal
Padelezh en holl: 64'00
Priz : 12,50 €
Ref.: CR00572AUTO
Sonerezh ha kanaouennoù keltiek eus pennoù eus ar bed.
An albom nevez-mañ, produet asambles gant ar C'hompagnunez "Premier Degré" a zeuio er-maez e fin miz Here 2011. Kontañ a ra an 12 bloavezh diwezhañ m'eo bet Gwen o kompoziñ, en ur bourmen dre Vreizh, bro-Iwerzhon, bro-Skos, bro-Gebek hag evel-just dre ar Poatev, lec'h m'emañ o chom. Koulskoude e vez roet kalz a blas d'an tonioù hengounel e-touez ar sonaozadennoù niverus. Un niver bras a dud zo bet kouviet gant an triad : Laury ha Mélissa Gingreau (violoñsoù), Paul Bouffet (kengan, gitar, toumperezh), Olivier Bouchard (fleüt treuz koad), Maximo Géraldino (binviji dre daos eus ar republik dominikan hag eus Brazil), Ian Stevenson (kan iwerzhonek), Malcolm Wray (citern), Olivier Savariau (Kora) hag Eddie Guilbault (Cajon), ar pep tra-se renet gant ar soner akordeoñs brudet er bed a-bezh Christian Maes !
Gant an albom-mañ ho po ar blijadur d'ober ur veaj digustum, er-maez eus al leur gozh, lec'h m'emañ mabden e kreiz an notennoù sonerezh, ha lec'h ma n'eo ar sonerezh "keltiek" nemet un nor bennak e-touez reoù all da reiñ digor war ar bed ! Ra vezoc'h strobinellet gant ar frankiz ! "Ar sonerezh eo an arz da zirollañ an amzer" ...krennlavar eus an Iran.
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,69 £ |
![]() |
Lur suis | 13,73 CHF |
![]() |
Dollar SU | 13,76 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 18,31 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 498,50 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 96,82 ¥ |