Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Guidewires
Anv: Live
Deuet er maez e: 2009
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl: 59'00
Hag ouzhpenn: Dibosubl da gavout e Frañs, "Bravos" Trad Mag'
Priz : 12,50 €
Ref.: DI00388AUTO
Gant o startijenn, o c'hempennadurioù alvaonus hag o c'herzennoù spegour, n'eo ket ur souezh e vije lakaet ar strollad-se da skouer eus ar pep gwellañ a vije graet e bro-Iwerzhon bremañ. Gant pemp ezel skosad hag unan breton eo o roll-tonioù ur c'hroazhent ret etre sonerezh iwerzhonek, skosek, breizhek, asturiek met ivez bulgarek. Er strollad-mañ e kaver "all-stars" an doare sonerezh-se, gant an hini brudetañ eus ar sonerien konsertina iwerzhonek Pádraig Rynne, ar soner breton a-vremañ Sylvain Barou gant e fleütoù, Tóla Custy, ur vojenn evit pezh a sell ouzh ar violoñs iwerzhonek, Paul McSherry gant e c'hitar, klask warnañ atav, ha war ar bouzouki an danvez steredenn Karol Lynch. O c'harantez hag o ivoul evit ar sonerezh-se o deus bountet anezho da gejañ an eil re gant ar re all ha da grouiñ ar strollad dibar-se, deuet da vezañ un daveenn dija. O albom "Live" kentañ, deuet er-maez e miz Gwengolo 2009, bet enrollet e Ennis/Co.Clare ha mesket e studioioù Realworld ar sorser meur Peter Gabriel e bro-Saoz, zo bet deskrivet gant ar gazetenn vrudet Irish Times evel "un deroù-arvest ha liesliv". Ne c'hell ar strollad nemet kenderc'hel da vountañ pelloc'h bevennoù ar sonerezh-se.
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 11,29 £ |
![]() |
Lur suis | 13,50 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,34 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 19,56 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 578,13 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 99,14 ¥ |