Sorrowful strains of music

Arzour: Goltraige

Anv: Sorrowful strains of music

Deuet er maez e: 2011

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 46'00

Priz : 12,50 €

N'eus ken

Hegerzded : Reseviñ ur postel

Ref.: DI00584AUTO

Skignañ

Sorrowful strains of music (Goltraige)

Er mitologiezh kelt iwerhonek eo Goltraí unan eus an tri moz sonerel a zo er sonerezh gouezelek hengounel : an diskan a dristidigezh, «The Sorrowful Strain of Music».

Hervez mojenn an Dagda, doue madelezhus an drouized hag ar varzhed, e roas tro an diskan sakr-se d'e delenn hud, an Daurdabla, da ziskar e enebourien ar Fomoires, boudoù dizenel ha drouk anavezet ivez dindan an anv a «Ramzed ar Morioù».
Goltraí, an diskan a dristidigezh, a lakaas ar maouezed da leñvañ. Gentraí, an diskan a vousc'hoarzh a lakaas ar wazed da c'hoarzhin, ha da glozañ Suantraí, an diskan a hun, a lakaas an armead a-bezh da gousket, pezh a bermetas d'an Dagda tec'hout kuit eus kamp e enebourien….

Kanaouennoù ar strollad GOLTRAIGE, int, a bled gant temoù tost ouzh kalon Iwerzhoniz kar-o-Istor ha kar-o-hengoun : eus divroañ ar poblañsoù en XIXvet kantved (Kilkelly, Kaledonia) d'an istorioù karantez a echu mat pe fall, hervez (Sally Wheatley, The Lass of Glenshee), en ur dremen dre donkadoù skrijus da vat  (Eleanor Plunkett, Army Dreamers).

Kanet e saozneg met ivez e gouezeleg, eilet eo ar « songs »-se gant tonioù hengounel jubennet dindan daouad pe driad : reels, jigs, hornpipe, barndance ha kement 'zo… Tonioù barok gant an telennour Turlough O’Carolan zo ivez.

Goltraige - Sonerien

  • Evelyne POURRAT : kan, gitar, akordeoñs diatonek
  • Jérémie MIGNOTTE : fleüt treuz e koad
  • Jean BANWARTH : gitar, bouzouki
  • Kouviad :
  • Pierre Banwarth : bodhran

Sorrowful strains of music - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù