La Dame Blanche

Arzour: Girault - Guillard Quartet

Anv: La Dame Blanche

Deuet er maez e: 2009

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 57'54

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DI00459AUTO

Skignañ

La Dame Blanche (Girault - Guillard Quartet)

Ar ganerien Pierre Guillard ha Sylvain Girault, eilet eus ar c'hentañ gant fleüt treuz Erwan Hamon, oud ha gourvioloñs Fabien Gillé, a ginnig un albom akoustik e anv La Dame Blanche / An Itron Wenn, diazezet war ur roll-tonioù hengounel a ganaouennoù-mojenn.

Noueloù pe kanaouennoù a Basion, merc'hed troet dre vurzhud e heizezed, klemmvan ar mab foran pe kestoù miz Mae, an holl destennoù-se zo stag ouzh mitologiezh kristen ar Grennamzer. Emaint e kroaz-hent testennoù ar Bibl hag ar c'hredennoù pagan, ar skridoù kristen hag ar baganelezh dre gomz. N'int ket kantikoù kanet da vare ar c'hult met, da vat, kanaouennoù hengounel o tont eus an hengoun gallek dre gomz. Ar c'herzennoù a harpont warno zo kaer, anat, diamzer. Gant se, en tu all eus talvoudegezh bras ar c'hanaouennoù-se a-fed glad hag arouez, en em laosker da vont betek bezañ kelc'hiet gant o c'haerded, o iskisded, ar speredelezh a zeu diwarno.

Girault - Guillard Quartet - Sonerien

  • Sylvain GIRAULT : kan, binviji dre daos
  • Pierre GUILLARD : kan, kontadenn
  • Erwan HAMON : fleüt treuz e koad, kan
  • Fabien GILLÉ : oud, gourvioloñs, binviji dre daos, kan

La Dame Blanche - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù