Trafic-sonore

Arzour: François Robin expérience

Anv: Trafic-sonore

Deuet er maez e: 2009

Labell: Autoprod

Ment: Digisleeve

Padelezh en holl: 57'00

Priz : 12,50 €

N'eus ken

Hegerzded : Reseviñ ur postel

Ref.: DS00386AUTO

Skignañ

Trafic-sonore (François Robin expérience)

Trafic sonore zo ur sonadeg bet krouet da vare un annez en Nouveau Pavillon, leurenn a sonerezhioù hengounel e Bouguenais, Nantes-Métropole 44. Tad ar raktres-se eo François Robin, soner beuzenn (biniou bras). Klask a ra merat ur bed sonerel nevez d'e venveg, en ur dennañ splet eus an holl elfennoù a ya d'ober anezhañ. An difrae-se zo bet lañset gant e c'hoant da chom hep stankañ e sonerezh en ur roll-tonioù dibabet a-raok pe en ur c'horn-bro resis : fellout a rae dezhañ lakaat er gouloù an danvez-son ha pinvidigezh ar sonlivioù kentoc'h.

Er raktres François Robin Expérience o deus bet ebat ar sonerien oc'h eurediñ, o forsiñ, o tornata o binviji-traezoù, en ur ijinañ doareoù nevez d'o implijout... M'eo un tostaat-arnodiñ, n'eo ket evit kement-se eo speurennet ha miret d'an arbennigourien ar sonerezh a zo ganet diwarnañ. Modern eo, nerzh ha galloud da zegas koun enni. Al lec'h ma vez krouet ar sonioù eo al leurenn : ul labouradeg a vez pedet an arvester ennañ d'en em leuskel da vont gant e guriusted hag e ijin.

François Robin expérience - Sonerien

  • François ROBIN : beuzennoù, mekanikoù, daspunerioù
  • Youenn LE CAM : biniou, tuba, bugorn, fleütoù, baroufofon, bombardinig
  • Laurent ROUSSEAU : gitar
  • Sylvain NOUGUIER : aozadur sonerel, programiñ

Trafic-sonore - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù