Setu un albom a vez sonet ennañ gant tud yaouank donezonet tonioù brasañ ar biniou bras a vro-Skos. Ouzhpennit da se kizidigezh ha mailhoni dibar ar sonerien yaouank-mañ, hag ho po "Highland games", un albom distonus !
En Johnnie Hardi eo diwanet ar soñj da strollañ tri eus ar gwellañ sonerien biniou bras a-vremañ : Finlay MacDonald, Simon McKerrell ha Chris Gibb, ha da c'houlenn ganto jubenniñ hervez o santimant tonioù bras eus ar roll-tonioù a vro-Skos en un doare startijennek ha nevezus... brav eo deuet ganto !
Finlay MacDonald - Simon McKerrell - Chris Gibb - Sonerien
Finlay MACDONALD, Simon MCKERRELL, Chris GIBB : biniou bras