Faro

Arzour: Faro

Anv: Faro

Deuet er maez e: 2007

Labell: Autoprod

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 47'51

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DI00114AUTO

Skignañ

Faro (Faro)

Tro-dro da dañsoù breizh, war donioù hengounel pe bezhioù personeloc'h, e kred Faro lakaat da gejañ asambles sonerezh hengounel breizh ha sonerezh a-vremañ hag ijinet war ar prim. Ar bladenn-mañ o tougen anv ar strollad, deuet er-maez e 2007, he deus digoret ur prantad nevez e buhez Faro. Gant ar gevrenn gouevraz bet pedet da gemer perzh er bladenn eo bet raktreset sevel Faro'Kestra, sonerezh a vent gant ul laz-seniñ : ur soñj herrek diwar-benn ur gejadenn diaes da empentiñ, o kavout he flas en ur sonerezh breizhek troet war-zu an dazont. Diaes eo kaozeal diwar-benn e sonerezh dezhañ e-unan, setu eta ar pezh a lavar ar re all : «…Ar pemp ton (pe heuliad tonioù evit lod), o tont eus roll-tonioù hengounel breizh, zo bet adkempennet aes ha gant ampartiz. Dibosubl faziañ : sonerezh breizh eo da vat, daoust ma vijemp kaset gant ar c'hempennadurioù war-zu an jazz a-vremañ ha sonerezhioù "skeudenniñ" ar c'hoariva pe an dañs. Ijin sofkont zo er bommoù ijinet war ar prim…» (Ethnotempos). «…a greiz o c'halon e tiroufenn hor diveskerioù ar sonerien-se…» (Trad Mag). «… Pezh a ro ur sonerezh dezhi ul liv ispisial, herr ha fars enni, o kas ar strollad d'ul lec'h bennak etre ar fest-noz hag ar fañfar…» (Musique Bretonne)

Faro - Sonerien

  • Stéphane FOLL : biniou, bombard
  • Pierre STEPHAN : violoñs
  • Nicolas POINTARD : toumperezh
  • Sébastien BOYER : tuba
  • Christophe CORREC : akordeoñs diatonek

Faro - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù