Ur sevenadur minorelaet, pa zigor he beg, ne c'hell ket en ober didrouz. Diwar ar familha Artús e sav ur sonerezh krenn-ha-krenn, gwriziennet, etnek ha blaz ar meuriad warni. Frouezh gwirion ul lab-arnoderezh eo, ur seurt klask identelezh lakaet e sonerezh, disoc'h ar gejadenn etre ar sonerezh a vro-Gaskogn hag ar sonerezhioù a-vremañ (rock indé, rock in opposition, électroakoustek). Drac (Aerouant) zo opus nevez ar strollad hep e bar-se, ur gwir zistronk a sonioù, fraost ha disuj.
Familha Artús - Sonerien
Roman COLAUTTI "Pairbon" : boud, boud piccolo, binviji dre daos