La cloche de Goal

Arzour: Fabrice Dang Van Nhan

Anv: La cloche de Goal

Deuet er maez e: 2010

Labell: Autoprod

Ment: Digifile

Padelezh en holl: 53'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DF00553AUTO

Skignañ

La cloche de Goal (Fabrice Dang Van Nhan)

Un arzour liesliv e c'hitar eo Fabrice Dang Van Nhan. Ur sonerezh-barzhoneg a gomz, fraoñv-difraoñv, lusket gant taolioù-mouezh tomm o tont eus ar C'hreisteiz.
Ur primaozer libr eo. Daoust ma skrivfe hervez reolennoù ar sonerezh klasel, e plij dezhañ dreist pep tra luchañ war-zu an jazz hag ar sonerezhioù hengounel. E guriusted hag e youl o deus bountet anezhañ da veajiñ, da veskañ Afrik, Kreiz an douaroù, bro-Spagn, Amerika Latinek. Alese e interest evit binviji sonerezh brokus evel ar c'huatro a Guba, an ukulele, ar bouzouki pe c'hoazh al lud arabek, a oar seniñ anezhañ hag a denn e awen dioutañ er brasañ frankiz.
An albom kentañ-mañ zo disoc'h ur gejadenn frouezhus etre tri soner (gitar, violoñs, boud) a ginnig ur weladenn bersonel ha digompleks eus ur folklor nevesaet. Ar sonaozadennoù-se, leun a sklêrijenn, a gas ac'hanomp betek takadoù-amzer hir lec'h ma hunvre ha ma tañs dibaouez an ene. En albom kentañ-mañ ez eus Malik Richeux (violoñs) hag Etienne Callac (boud akoustik).

Etre kerzennoù, sonerezhioù poblek ha primaozadur libr, ur meskad souezhus o tiskouez gweladenn ur folklor nevesaet ha digompleks.

Fabrice Dang Van Nhan - Sonerien

  • Fabrice DANG VAN NHAN : sonaozadennoù, gitar klasel
  • Malik RICHEUX : violoñs
  • Etienne CALLAC : boud akoustik

La cloche de Goal - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù