Kryss

Arzour: Færd

Anv: Kryss

Deuet er maez e: 2008

Labell: Tutl

Ment: Digipack

Padelezh en holl: 46'44

Hag ouzhpenn: Enporzh Inizi Faero

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: DI00056TUTL

Skignañ

Kryss (Færd)

Raktres ar gejadenn etre an triad Færd (Peter Uhrbrand (DK) violoñs - Jens Ulvsand (S) - bouzouki, & Eskil Romme (DK)- saksell soprano), an daouad etno/jazz Pierre Dørge hag Irene Becker (gitar ha klaouier) hag ar ganerez dano-norvejiat Julie Hjetland zo deuet da wir e kerzh ar bloavezh 2007. P'eo en em gavet asambles Eskil Romme hag an daouad Dorge/Becke en ur festival jazz e 2004 o deus bet c'hoant ar re-se da veskañ jazz ha sonerezh folk a-benn krouiñ ur bed diazezet war un dekor skandinaviat ha pinvidikaet gant sonaozadennoù pep hini. Mouezh ar ganerez Julie Hjetland a ro d'ar raktres-mañ ur c'hwezh dibar. Da zizoloiñ !

Færd - Sonerien

  • Peter UHRBRAND : violoñs, violoñs eizhvedell
  • Irene BECKER : klaouier
  • Eskil ROMME : saksell
  • Jens ULVSAND : bouzouki
  • Jullie HJETLAND : mouezh
  • Pierre DØRGE : guitare, cümbüss (banjo a vro-Durki), ruan (ludenn 4 c'hordenn a vro-Sina), liuqin (mandolig a vro-Sina), krogilhenn, shruthi box

Kryss - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù