Demat, emaoc'h war korn ar fizierien Albumtrad. M'emaoc'h amañ eo sur a-walc'h dre m'ho peus c'hoant da zizoloiñ penaos fiziout hoc'h albomoù deomp da werzhañ war hol lec'hienn.
Aes tre eo
Ul lec'hienn fiziout-gwerzhañ eo Albumtrad.
Hor micher : degemer ar pladennoù a fiziit ennomp, kinnig anezho war an esaou-gwerzhañ-mañ, adpeañ ho royalties deoc'h ur wezh m'eo bet gwerzhet ho pladennoù.
Priz gwerzh nemetañ pep pladenn evit an arvalien eo 12,50 € war hol lec'hienn.
36% a ya da Albumtrad, 64% d'ar fizier (da lavaret eo 8.00 € PTB)
En un doare pleustrek
Leugnit hor fichenn enskrivañ, aesaat a raio deomp referañsiñ hor albom. Ur postel vo kaset deoc'h evit kadarnaat oc'h enskrivet.
Hor c'hontradoù a gavoc'h AMAÑ goude se. Lennit pizh, moullit ha leugnit div skouerenn anezho.
Kasit deomp 6 pladenn-arc'hant (5 da werzhañ hag unan a roit deomp evit he niverenniñ) GANT div skouerenn eus ar c'hontradoù sinet.
Kerkent hag erru e vo adkaset deoc'h ho skouerenn eus ar c'hontrad sinet ganeomp, asambles gant ur baperenn-prouiñ evit ar fiziañ.
M'ho peus ur goulenn bennak da sevel, kit e darempred ganeomp, diardoù.
M'oc'h ul labell bennak, pe c'hoazh m'ho peus meur a albom da ginnig deomp, kit e darempred ganeomp, aesaet e vo deoc'h ho tifraeoù.
Ho royalties vo adpaet deoc'h bep rummad 5 pladenn bet gwerzhet.
2) Ur servij helenn
Gouzout a rit pet pladenn ho peus fiziet ennomp gras d'ar brouenn-fiziout a roomp deoc'h.
Gant ho kont war hoc'h anv e ouezit pet pladenn zo bet gwerzhet ha pelec'h, a-vuzul ma vezont gwerzhet.
3) An etrefas gwerzhañ
War hol lec'hienn e vez lakaet ar pladennoù da dalvezout (ur bomm da selaou evit kement titl ; ur golo lennabl ; roll ar sonerien hag ar sonerien pedet ; testenn ginnig ; ho liammoù war ar rouedad ; un etrefas liesyezhek...)
4) Ar prizioù
Dedennus eo ar priz prenañ. Padal eo heñvel ar royalties a vez adpaet deoc'h ouzh ar re ho pije digant un dasparzher.
Eeun : Ur bladenn gwerzhet hervez an hentenn glasel a dremen dre dri arbennigour : ur produer, un dasparzher, ur gwerzhour.
Gant hor sistem e vez lamet unan eus an tri, o vezañ m'emaomp war un dro dasparzher ha gwerzhour. Da betra lakaat an arvalien da baeañ muioc'h evit ur servij n'eus ket anezhañ e gwirionez ?
Sklaer eo hoc'h abegoù : poent eo paouez da glask gouzout peseurt priz a c'heller lakaat pladennoù e gwerzh. Da beseurt priz e c'heller prenañ anezho, aze emañ an dalc'h.
Stad an ekonomiezh a vount an embregerezhioù pladennoù da gilstourm gant startijenn hag efedusted. Politikerezh ar prizioù izel zo eus ar pouezusañ evidomp.
Kudenn ebet, ne c'houlennomp ket bezañ ar re nemeto o werzhañ. Adlennit ar c'hontrad ho peus sinet gant ho tasparzher evit gwiriañ n'eus ket ennañ un diferadenn o virout ouzhoc'h da vezañ dasparzhet gant tud all, ha graet an dro !
Seul vuioc'h e vez kinniget ho pladenn da werzhañ, seul vuioc'h e vezit gwelet war al lec'hioù-gwerzhañ, seul welloc'h vo ho kwerzhioù, seul vrudetoc'h e vezoc'h : ha n'eo ket ar pep gwellañ tout ?
An dasparzherien glasel a vez war ur marc'had disheñvel eus hon hini : efedus int warnañ. Dalc'hit soñj avat eo ispisializet hol lec'hienn war ar sonerezhioù hengounel, folk hag eus ar bed !
N'eus termen ebet da vuhez ur bladenn evidomp. Ma tizolo un arval bennak hoc'h albom diwezhañ ha ma vez plijet gantañ, en do c'hoant da anavezout an holl re ho poa graet a-raok, gant ma teuio a-benn da gavout anezho... Er-maez eus an amzer eo ar sonerezh evidomp, n'he deus ket a zeiziad diwezhañ...
Evit prenañ ur bladenn eo ret gouzout emañ e gwerzh. Ha n'eo ket c'hoarvezet deoc'h ur wezh bennak mont en ur stal da brenañ un dra bennak ha sortial gant tri all ?
Memestra war ul lec'hienn eus ar genrouedad. Setu perak e kinnigomp ul levierezh efedus, kempoell ha gant kalz a gleved a-benn harpañ ar gwerzhioù.
Ouzhpenn eo ur mell labour ar gwerzhañ a-bell, dezhañ ur bern redioù. N'o deus ket an holl arzourien an dafar rekis ha n'int ket entanet dre ret gant se...
Ne vez graet dibab ebet e-keñver al live. Pep hini en deus ar gwir da vezañ ha da ginnig e sonerezh.
An dezverk nemetañ eo e kloto hoc'h albom gant an doareoù sonerezh a ginnigomp : folk, hengounel, akoustik.
Evel just, meskajoù a vez : n'omp ket kempennourien sevenadurel a daolo ur bladenn bennak er blotoù dre ma vez gitar dredan war daou bezh bennak eus an albom...
Ma n'oc'h ket sur, kit e darempred ganeomp evit ma vo gwelet asambles.
Dreist holl dre an abeg ma c'houlennfe kalz a arc'hant. N'hon eus ket peadra da verniañ meur a gantad pladennoù.
Ganeomp avat, souezhadenn ebet ! Ha ne vez ket distroet deoc'h pladennoù nann-gwerzhet ! Fiziout a rit 5 pladenn ennomp (fiziout, n'eo ket reiñ, daoust ma vijent du-mañ int deoc'h hag e c'hellit adkemer anezho pa fell deoc'h) pa vezont gwerzhet e vez goulennet deoc'h 10 ouzhpenn, ha neuze 20, ha kement 'zo...
E mod-se n'ho peus ket a verniadoù bras stanket lec'h pe lec'h. An arc'hant ho peus gounezet... a virit !
Engouestlet eo Albumtrad e-keñver redioù al lezenn 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 diwar-benn an "urzhiataerezh, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù" adwelet, hag e-keñver ar bennaenn doujañ da vuhez prevez an nen a zeu diwarni. An holl roadennoù personel a sell ac'hanoc'h dastumet war hol lec'hienn (en o zouez hoc'h anv, chomlec'h, niverenn bellgomz, postel, niverennoù bank hag all...) zo evidomp roadennoù kuzh, ne c'hellont bezañ roet da zen, nag implijet d'ober netra all eget ar pezh zo skrivet el lec'hienn-mañ.
Emañ Albumtrad war roll ar CNIL (niverenn disklêriañ 1349710).
C'hwi, implijer, ho peus ar gwir da zigeriñ war ar roadennoù a sell ouzhoc'h ha da cheñch anezho. N'ho peus nemet goulenn ganeomp.
Ur wezh m'eo bet gwerzhet 5 albom e c'houlennomp ur fakturenn diganeoc'h. Ar pep aesañ eo kas anezhi dre bostel.
Warni e tle bezañ : an deiziad, anv ha chomlec'h an embregerezh / kevredigezh / den a resev ar royalties, an niver a bladennoù gwerzhet da Albumtrad hag ar priz hollek.
Pa vo en em gavet ho fakturenn du-mañ e rimp un dreuzkasadenn-vank war-zu ar c'hont ho peus roet e referañsoù deomp.
- Ur mikroembregerezh eo Albumtrad : ne c'hall ket an TGO talvezout eviti (art293B ar CGI). M'ho peus-c'hwi da baeañ an TGO e vo ret deoc'h en ober gant ho royalties.