Musique artisanale

Arzour: Duo Lagrange/Rutkowski

Anv: Musique artisanale

Deuet er maez e: 2009

Labell: Autoprod

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 48'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00561AUTO

Skignañ

Musique artisanale (Duo Lagrange/Rutkowski)

Gaël (piboù-ilin/binioù bras eus ar c'hreiz 16 meudad) ha Sébastien (akordeoñs kromatek) a son asambles abaoe bloavezhioù, er strollad Blackwater peurgetket. Gwriziennet int er Morvan avat, hag atav e tistroont war-zu roll-tonioù kreiz bro-C'hall e-kichen da se. Gaël zo ur mailh war ar beni. Setu eta ur bladenn dre vinviji lec'h ma ergerzh o aesoni, o zeknik hag o flijadur da seniñ ur sonerezh hengounel da zañsal evel ma sonont alies e-pad balioù, gant tonioù eus ar Morvan, an Aovergn, bro-Iwerzhon ha sonaozennoù savet ganto o-unan. Ur jubenniñ personel eo, digant daou soner o deus heuliet pep hini un hentad luziet. Reiñ a reont o skodenn d'ur c'horn-bro ha d'ur roll-tonioù en em vagont diwarno. O labour, evel ma vez skrivet war o lec'hienn web, a c'hellfe bezañ keñveriet ouzh hini ar "c'halvacherien" (galvachers), an amheulierien saout-se eus ar Morvan, a yae pell alies da zivoullañ kefioù pe da zezougen marc'hadourezhioù. Evelto e "tesk sonerien an amzer dremenet gozh-se, hed-a-hed o beajoù, sonioù nevez a zigasont d'ar vro war-lerc'h". Claude Ribouillault (Trad magazine)

Duo Lagrange/Rutkowski - Sonerien

  • Gaël RUTKOWSKI : pib-ilin, binioù bras eus ar c'hreiz 16 meudad
  • Sébastien LAGRANGE : akordeoñs kromatek

Musique artisanale - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ

Liammoù