Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Duo Carvou Bizien
Anv: An amzer gwechall
Deuet er maez e: 2011
Labell: Autoprod
Ment: Digifile
Padelezh en holl: 42'00
Priz : 12,50 €
Ref.: DF00587AUTO
Ordin e vezont klevet gant ar strolladoù Ozan trio, Jamie McMenemy 4 ha Deus'ta.
Malo Carvou ha Bernard Bizien a ginnig deomp, war an albom-mañ, ur roll-tonioù a sonerezh vreizhek hag a "swing musette". Seitek bloavezh a genlabour tost, da dañva ha da rannañ sof-kont.
An daouad n'eo ket ar stumm sonerezh aesañ, nag ar c'houblad fleüt-treuz e koad ha gitar kennebeut.
En enrolladur-mañ avat e ra fae ar fleütour Malo Carvou hag ar gitarour Bernard Bizien ouzh kement diaester zo : selaou aketus an eil ouzh egile a-berzh an daou soner, jubenniñ awenet, mestroniezh, aesoni ha bervder... ne vank netra. Arz, na petra 'ta !
Ouzhpenn-se, en e azasadurioù eus ar roll-tonioù "musette", ar berus hag ar barrek ma z'eo Malo zo ur misi evit an divskouarn (soñjal a ra din e tle akordeoñs e dad-kozh, en ul lec'h bennak, tridal gant al levenez en e voest !)
Trugarez dezho o daou evit ar sonerezh vrav-se.
…Ha ya, pa soñjan, trugarez c'hoazh da vBernard da vezañ harzhet ouzhin da zerc'hel ganti evit netra, ha me o klask punañ ma geriaoueg saoz evit gourc'hemenn e zoare da seniñ gitar, da goulz ur "session" da zelc'her eñvor anezhi e Festival Ennis, e 1990.
Jean-Michel Veillon
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 11,29 £ |
![]() |
Lur suis | 13,50 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,34 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 19,56 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 578,13 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 99,14 ¥ |