Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Dièse 3
Anv: Dièse 3
Deuet er maez e: 2009
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl: 43'00
Priz : 12,50 €
Ref.: DI00546AUTO
"Dreistordinal eo ar sonerezh dre ma plant ennoc'h trivliadoù n'eus ger ebet d'o envel : sed ar pezh a c'hoarvez gant hini Dièse 3. Ur gorventenn-grouiñ a zeu diwar ar strollad a-vremañ-se a sonerezh hengounel a Vreizh. Hanter-hent etre Breizh-Uhel ha Breizh-Izel, gouest eo Dièse 3 da deuziñ brav e orinoù sonerel ha sevenadurel liesseurt. Genel a ra klarinetenn voud Etienne Cabaret, violoñs Pierre Droual ha gitar-tredan Antoine Lahay ur froud berv a zañsoù ront, gwezhioù lemm ha nerzhus, gwezhioù orgedus ha dous. Ar meskaj brav-se a daol frank un nerzh hag ur startijenn dispar d'ar re a blij dezho dañsal e ambiañs tomm-tomm ar festoù-noz. Hag e c'helloc'h, e gwirionez, bezañ treantet ganto da vare un dañs-ront bennak." " Ur son nevez o tont eus amañ. Ar boud sonerel-se [...] ne denn da netra anavezet all betek-henn " Armen (nov. 09) « Ur sonerezh enni kement a nerzh hag a orged» Le Telegramme (2010) « Dont a ra a-benn ar strollad Dièse 3 da deuziñ brav e orinoù sonerel ha sevenadurel breizhek » Ouest France (2010)
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,65 £ |
![]() |
Lur suis | 13,87 CHF |
![]() |
Dollar SU | 14,68 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 18,48 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 625,38 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 96,49 ¥ |