Lusk ar galon

Arzour: Dalc'h soñj

Anv: Lusk ar galon

Deuet er maez e: 1998

Labell: Yber productions

Ment: Kristal

Padelezh en holl: 39'00

Priz : 12,50 €

Ouzhpennañ er baner

Ref.: CR00358YBER

Skignañ

Lusk ar galon (Dalc'h soñj)

Ar strollad Dalc’h Soñj zo bet krouet da gentañ tro-dro d'un daouad bombard-akordeoñs eo deuet tamm-ha-tamm sonerien all da seniñ gantañ. Kinnig a ra ur sonerezh feal hag a-vremañ, awenet evit ar pep retañ gant ar c'han hengounel.

En e roll-tonioù e kaver dreist-holl temoù eus Breizh-Izel (Bro-Gwened, Menezioù, Plinn...). An albom-mañ zo troet war-zu an terouer eo genidik anezhañ ; bro-Gwened.

Doujus ouzh ar gerzenn, ar c'han, ouzh e Istor hag ouzh an dazont e vev Dalc’h Soñj e sonerezh gant ar brasañ kizidigezh. Sonaozennoù ha kempennadurioù zo strobet heson ouzh kan ar gerioù.

Rontadur, donder, lusk, sonerezh Dalc’h Soñj a vez selaouet, dañset, bevet !

Dalc'h soñj - Sonerien

  • Alain LANGLOIS : akordeoñs
  • Jislen AR GWILHANT : kan
  • Yann-Ber AR RALLIG : bombardoù, klarinetenn, saksell
  • Emmanuel TRAVERS : gitar
  • Ronan MELEARD : biniou kozh
  • Kouvidi :
  • Marie Claire LOUIS : kan
  • Pierre LE TOUX : taboulinoù
  • Mikael SEZNEC : boud
  • Antonin VOLSON : taboulinoù

Lusk ar galon - Bommoù da glevet

Gwelloc'h ar plugin Flash evit selaou ar bommoù da glevet.

Pellgargañ