Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Benjamin-Malo-Scène
Anv: Chrysalide
Deuet er maez e: 2011
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl: 69'00
Priz : 12,50 €
Ref.: DI00566AUTO
Daouad Benjamin Bron (fleüt treuz) / Malo Morvan (akordeoñs "diatonek"). Ur boud fu eo ar Benjaminmaloscenus sonerezhplijus ! korf dezhañ daou benn ha nousped talig, da gentañ eo turmud, faltaziek, helavar ha dibalamour. Met gouzout a ra ivez, dre an nozvezhioù diloar, en em ziskouez don evel ur c'horn-boud, tener evel un hamster, milzin evel ur pezh feilhañs a Gemper. Hag en abardaezioù follentez ma vouilh ar selloù e eztaol skrogn e soñjoù evel ur c'hozh fourmaj, e testeni eus ar c'hentañ gouezoni tropelladoù ar plaenennoù ec'hon. Koulskoude, ha pa vije e dilez follañ ar solo digabestr, tan ennañ, pe e adober ret ar c'hammedoù dañs dotuet, eo gouest d'en em ziskouez muzuret atav. Peogwir eo-eñ, da gentañ, ur boud kizidik meurbet.
Moneiz | Priz | |
---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 11,07 £ |
![]() |
Lur suis | 13,47 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,13 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 19,22 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 570,25 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 97,87 ¥ |