Lid-enor 200vet deiz-ha-bloaz broiañ Selkirk (gwelet ganti kantadoù a annezidi eus enezenn Skye o tivroañ war-zu enezenn ar Priñs Edouard er C'hanada) zo diazez an albom-mañ. Kinnig a ra hennezh ur meskaj a donioù hag a sonaozennoù savet gant arzourien evel Blair Douglas, Neil 'Campbell MacBeat', Hector MacKenzie hag Emma Swinnerton eus Skye, asambles gant sonerien eus enezenn ar Priñs Edouard evel Roy Johnstone ha Steve Sharratt.
Various - Sonerien
Anne MARTIN : mouezh
Blair DOUGLAS : akordeoñs, klaouieroù, piano
Neil CAMPBELL : gitar
John LAMOND : gitar, mouezh
Steve SHARRATT : gitar, mouezh
Roy JOHNSTONE : fiddle
Emma SWINNERTON : fiddle
Angus MACKENZIE : border pipes
Eilidh MACLEOD : clàrsach (telenn), mouezh
Iain COPELAND : toumperezh, binviji dre daos, mouezh