Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Ur gevredigezh bet krouet e miz Here 2008 ganeomp, Natacha ha Jérôme NEDELEC, eo Albumtrad. Lec'hiet eo e Sant Aelwez, e reter ar Mor-Bihan, war ribl ar stêr Wilen.
Soñj ul lec'hienn web fiziout-gwerzhañ pladennoù-arc'hant dediet d'ar sonerezhioù hengounel hag akoustik zo deuet da heul bezañ stadet e chome ur mor a bladennoù embroduet da gousket e solierioù tiez ar sonerien n'o doa lec'h ebet da ginnig anezho da vezañ prenet.
Petra ober gant an holl bladennoù-se, gant an holl sonerezh-se o c'hortoz he selaouerien ? Penaos dont a-benn da zizoloiñ albomoù nevez pa vez al labour a varc'hadour diskoù o vont da netra ?
An disoc'h : ar genrouedad, aes da implijout, a c'heller fiziout ennañ hag a ya buan an traoù gantañ. Hiziv eo muioc'h a 690 albom a gavoc'h war al lec'hienn-mañ, ha ganto kement a arzourien hag a labellioù a lak o fiziañs ennomp evit gwerzhañ ha brudañ o sonerezh.
Gitarour. Lod eo bet er strolladoù sonerezh iwerzhonat ha breizhat Sualtam ha La Vilaine Compagnie. Krouet en deus ivez ar strollad kerdin Armorican Airlines hag ar strollad evit ar vugale Piképik&Ko.
6 bloavezh-pad eo bet kelenner war ar gitar e skol sonerezh hengounel broioù ar stêr-Wilen e Redon hag e hini Ar Sal. Goude se en deus prenet skiant war ar c'henwerzhañ en ur labourat en ur stal sonerezh.
En e spered birvidik eo bet empentet al lec'hienn-mañ, gant he friz nemetañ evit pep pladenn hag he friz-gwerzh izel evit an arvalien. Fellet en deus dezhañ ivez lakaat da glevet ur bomm eus kement titl a zo war an albomoù e gwerzh, chom hep renkañ an albomoù hervez o c'halite, degemer kement fizier en em ginnigfe hag adreiñ d'an arzourien 64% eus ar werzh : ur brizh-sod !
Bet skolaerez en hentenn divyezhek (brezhoneg/galleg) hag er skolioù Diwan (skolioù e brezhoneg dre soubidigezh) eo bet Natacha davet he gwaz evit ar raktres lec'hienn-gwerzhañ-se. Emañ bremañ e karg eus melestradurezh ar gevredigezh. Merañ a ra ar c'hontoù hag ober war-dro gwerzh ar pladennoù : e berr gomzoù, emañ pep tra war he chouk !
O seniñ m'emañ akordeoñs ha fleüt diouzh an dro, e oar an ton hag ar son !
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,67 £ |
![]() |
Lur suis | 15,38 CHF |
![]() |
Dollar SU | 16,59 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,99 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 607,50 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 101,76 ¥ |