Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Mary-Lou
Anv: Courrier Transatlantique
Deuet er maez e: 2009
Labell: Louise Bell
Ment: Kristal
Padelezh en holl : 46'31
Ref.: CR00259LOUI
Abaoe « Americana Favorites », deuet er-maez e 2006, hon eus skrivet kanaouennoù niverus. Ret eo bet didouezhiañ. Krignet omp bet diehan gant an douetañs. N'eo ket formatet hor sonerezh, hag evel m'emañ e plij deomp he seniñ. Dibabet hon eus 11 titl, hepmuiken, ar re a gav deomp int ar re wellañ pe ar re a gav ar gwellañ o flas en albom nevez-mañ hervezomp. E-touez ar c'hanaouennoù hor boa c'hoant da ziorren hep gwask e kinnigomp ivez titloù bet enrollet « live », daoust ma oa bet graet e studio, gant an tri soner a eil Mary-Lou : « Honky tonk train », « I wanna be a cowboy's sweetheart » ha « Comme qui dirait » zo eus ar re-se. Lod eus an titloù a gont eñvorennoù gant Mary (Petite fenêtre, Quand vient l'hiver), reoù all a zo diwanet diouzh emgavioù, pe diouzh al lec'hioù hag hag ar jeneroù sonerel omp bet skoet ganto e-kerz ar bloavezhioù diwezhañ. Kalz a gouvidi o deus kemeret perzh en abadennoù enrollañ. Lod anezho, evel Jean-Philippe Heurteaut pe Benoît Perset, a oa amañ e 1996 dija, reoù all hon eus kavet war hon hent abaoe. Jocelyn Lecocq : skeudenniñ, stilism, luc'hskeudenniñ.
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,05 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,90 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,17 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 261,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 100,58 ¥ |