Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Le trio Silversound rencontre Marc Fosset
Anv: Ebony Jane
Deuet er maez e: 2007
Labell: Nemes'Ys
Ment: Kristal
Padelezh en holl : 48'36
Ref.: CR00270NEME
An albom nevez-mañ, gouestlet d'ar gitar jazz, a ginnig kejadenn un triad a vro-Gemper, an Triad Silversound, gant ar gitarour Marc Fosset.
Ezel eus an duad Caratini-Fosset e oa kroget Marc Fosset da vezañ brudet er bloavezhioù 80. E 1982 e krogas da vezañ eiler ar violoñsour meur Stéphane Grappelli, en doa sonet gantañ betek e varv e 1997. Graet en doa gantañ e holl droiadoù tro-dro d'ar bed, hag enrollet meur a albom, daou anezho e daouad.
Ingal en em stroll izili Silversound abaoe 3 bloaz, evit pleustriñ hag evit rannañ sonaozennoù nevez. Kenlabourat a ra Marc Fosset ganto. Klevet e vez ingal e daouad gant Jean-Michel Cazorla, hag e triad gant Laurent ha Philippe Briand.
An albom-mañ, Ebony Jane, zo frouezh ul labour war meur a vloavezh. Orin eo dre ma tremen Philippe Briand eus an toumperezh d'ar vibrafon, ar pezh a zigor an nor da sonioù nevez. War an 11 titl a ya d'ober an albom-mañ, 8 anezho zo sonaozennoù orin gant Laurent Briand, Marc Fosset ha Philippe Briand.
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,05 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,90 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,17 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 261,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 100,58 ¥ |