Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Kendirvi
Anv: Ici à minuit
Deuet er maez e: 2004
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl : 38'36
Ref.: DI00125AUTO
Sonerezh KENDIRVI zo, da gentañ tout, ur sonerezh festoù-noz a denn he luskoù digant broioù Breizh a-benn lakaat an engroez da zañsal. Eus Europa ar Reter betek bro-Gebek en ur dremen dre Reter-Kreiz hag Arc'hantina e strilh KENDIRVI e sonioù war an hentoù a heul. Deoc'h-c'hwi da adkavout ha da strollañ anezho evel ma karoc'h hervez ho kalon... Pe vije war douar noazh, pe dindan ul lienenn gozh pe war ur plañchod preñvedek, heñvel eo : kroaziañ a ra an divesker, penn ha kalon a gemer o nij avat .
Goude pemp bloavezh war dec'h o deus asantet a-benn-ar fin ar seizh forban eus KENDIRVI d'ober ur paouez, dindan prenistri bihan ur studio savet buan hag aes dindan an doenn, a-benn leuskel ur roudenn bennak eus o sonerezh-baleantour. Lakaet ar prenn warno el lec'h distro-se eo deuet a-benn an drafikerien drol-se da c'hoprañ un teknikour ken gwidal hag int, laouen ; hag a zo bet darbet dezhañ ouzhpenn ur wezh mallozhiñ devezh e c'hanedigezh !! Gant pasianted ha dre voder o deus fesonet asambles un albom orin, dezhañ ur son-artizan, a beg ouzh o skeudenn hag a ro da entent pegen prim ha pront oa bet an avañtur-se.
N'it ket da grediñ o deus graet se evit klask dasprenañ o zroioù-kamm avat !! War an hent emaint adarre, forzh penaos, o huchal hir en o gouzoug enep gwask flour met gwidreüs o c'hendorfedourien feal war ar plañchodoù, o touiñ ruz ne vint ket gwerzhet ken !
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,05 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,90 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,17 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 261,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 100,58 ¥ |