Unan eus ar gwellañ fleütourien a-vremañ eo John Wynne. Ha eñ o tont eus Roscommon, e son en un doare naturel hervez stil hanternoz ar c'hConnaught. Er bloavezh 2000 en doa graet e c'hentañ albom solo, e anv "With every breath". Un degemer brav-meurbet en doa bet an albom-se a-berzh ar burutellat. Lakaet e oa bet gant ar buruteller brudet Eule Hatchner e-touez pladennoù e "d/top 20" evit ar bloavezh 2001 zoken.
John Wynne - Sonerien
John Wynne : fleütoù, tin whistle, low whistle
Terry CREHAN : violoñs
Al COWAN : djembe
Paul DOYLE : gitar, bouzouki, klaouieroù, bouzouki tredan, slide gitar