Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Jean-Luc Chevalier & David Sauvourel
Anv: Abysses
Deuet er maez e: 2002
Labell: Marzelle
Ment: Digipack
Padelezh en holl : 52'00
Ref.: DI00289MARZ
Gant an daouad-mañ a c'hitaroù akoustik, hini David Sauvourel hag hini Jean-Luc Chevalier (ezel eus ar strollad breizhek brudet Tri Yann hag eus Cernunos), e c'heller tremen hep gerioù. Trawalc'h eo selaou ar sonaozennoù-se, an eskemmoù-notennoù-se, evit broudañ hor ijin. Dre se eo Abysses ur veaj er broioù pell. An ergerzhadenn-mañ, e kreizig-kreiz ar c'hrouiñ son, a ya a-wezhioù da c'hoari goulennoù/respontoù etre an daou soner : enoriñ a ra sonerezhioù niverus eus ar bed en "Valse pour France", "Manha de carnaval" (eus Luis Bonfa) pe "Yiddish", da skouer. Realizet er studio Marzelle (hini ar strollad Tri Yann) e Saveneg, Abysses a glask e hent etre jazz ha blues, gant un nebeut primaozadennoù amañ hag ahont. Pezhioù sonerezh amprestet digant ar sonerezh hengounel evel "Greensleeves" pe ar "Samba gitane" a blijo kalz d'an amatourien ivez.
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,05 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,90 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,17 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 261,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 100,58 ¥ |