Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Duo TTC
Anv: Duo TTC
Deuet er maez e: 2010
Labell: Autoprod
Ment: Chakodig
Padelezh en holl : 34'00
Hag ouzhpenn: "Bravos" Trad Mag'
Ref.: PO00494AUTO

Ouzhpenn bezañ un arouez eus bro-Frañs ez eo an akordeoñs kromatek unan eus ar binviji paotañ zo er bed. Daoust da se eo chomet un tammig e-kichen evit pezh a sell ouzh adnevesaat ar sonerezhioù hengounel, o kemer nebeutoc'h a blas eget e vreur bihan an akordeoñs diatonek paneveken. Kinnig a ra eta Tiennet Simonnin ha Thomas Restoin un daouad disheñvel un tamm eus ar pezh a glever diouzh boaz e bed ar sonerezh trad ! A-fed roll-tonioù eo ur sapre rekipe-keginañ : kalzig a sonaozennoù, ur piñsad sonioù hengounel, ur meudad a stil muzetenn, gant livioù jazz, variezon ha disco zoken war ar marc'had. E berr gomzoù, un tammig a bep tra, pe dost ! Un doare nevez ? Pas kement-se, ar re gozh bet dastumet o zonioù e-kerzh an XXvet kantved a yae digompleks eus ur "bourrée" hengounel d'ur ganaouenn diouzh ar c'hiz er bloavezh 1900... Gant an daouad TTC en em ziskouez Tiennet ha Thomas tomm ouzh an doare-se da welet an traoù : hengoun, ya, sonerezh a bep seurt oc'h ebatal tro-dro deomp en deiz a hiziv, ya ivez, gant ma z'aio d'ober sonerezh da zañsal a-feson ! Souezhadennoù 'zo da gaout...
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,05 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,90 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,17 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 261,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 100,58 ¥ |