Ar portal-gwerzh evit ar sonerezhioù hengounel, folk hag akoustik.
Arzour: Darhaou
Anv: An Deirvet
Deuet er maez e: 2010
Labell: Autoprod
Ment: Digipack
Padelezh en holl : 37'45
Ref.: DI00450AUTO
Setu aze trede albom ar strollad fest-noz Darhaou, dibar ken ez eo.
Stummet setu bremañ 10 vloaz 'zo, anavezet eo ar strollad evit e swing-mojenn a lak an dañserien da dridal. Dont a ra e izili en-dro amañ gant ul laz muioc'h a don dezhañ gras da vezañs ar c'haner Christophe Le Menn. Hennezh a zegas ur pezh mell ment da son ar strollad en ur gas ar selaouer war-eeun war ar plañchod da zañsal.
Ne chom ket ar sonerien a-dreñv evit kement-se. Gras d'ar swing roet gant ur c'houblad ritmik spontus eo dieub an tri soner da ezteurel o diabarzh ha da reiñ o donezon da glevet.
Un albom n'hell ket dioueriñ an hini a fell dezhañ anavezout ha blaza pezh ez eo ar festoù-noz a-vremañ.
Frejoù-kas| Moneiz | Priz | |
|---|---|---|
![]() |
Euro | 12,50 € |
![]() |
Lur saoz | 10,05 £ |
![]() |
Lur suis | 15,02 CHF |
![]() |
Dollar SU | 15,90 $ |
![]() |
Dollar Kanada | 16,17 $ |
![]() |
Yen Japan | 1 261,88 ¥ |
![]() |
Yuan Sina | 100,58 ¥ |